Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12


Gant an aon na vije qet achuet ar gombat. [1]

Eun div-heur goude ma voa sortiet Apollon,
Me a rancontras Venus hac he mab Cupidon,
Gantê eur galon arc’hant etre daou assiet :
Cetu amàn, emeze, zo d’as muia caret.

Te ’c’heus lazet da Vestrez, fleuren an amitie,
Roet dezi ar maro ’vit he oll garante :
Cete eno’r recompanç a zo eus da garet.
Te zo goas ’guet ar bourreo hac an oll dirantet.

Ar c’homzou-ze hac ar güel a galon va Mestrez
A nevezas va anqen ha va zristidiguez ;
Scloturiou va daoulagad a zigor a neve
Evit scuilla d’am mestrez daelou a garante.

Tao eta, eme Venus, ha cess da zeplori,
Ne qet calon da Vestrez eo a zo ganemp-ni :
Da Vestrez a zo joaüs, he c’halon en yec’het,
Ha pa sònji nebeuta, ni rai dit he c’haret.

Lavarit dìn-me, Venus, piou en deus ar victor ?

Venus.

Gant ar brinces Thalia e zeo êt an enor.
Distroet ê d’he fales da’vit he c’hoarezet ;
Hep dale ec’h êrufont d’ho clasq, danve cloarec.

Ar C’hloarec.

Adieu ta, adieu, Venus, pa’zê ret ho qüittât :
Bet soign demeus va Mestrez, grit ma vo placet mat ;
Inspirit da dud honest mont d’he darempredi,
Rac eur chanç vras’ ve dìn-me mont mui betec enhi.

A benn eur c’hart-heur goude, me remerq Thalia,
Ha me monet d’he rancontr ’vit disqeus dêi va joa.
Debonjour dêc’h, Thalia, c’houi oc’h eus ar victoar ;

  1. Da lavaret eo, an amzer a voa goloet diouz ar mintin.