Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8


Qen a vo ar blijadur hac ar gontantamant
Da barlant en ho qever adare, va douç coant.

Savet eus ty va Mestrez eun nebeudic pasiou,
Me remercas ac’hanê eun nombr bras a douriou,
Etoues pere e velis tour ilis Kernitron,
Ha me arrêti eno d’ober reflexion.

Aben ma teuis ac’hanê ’voa chenchet va speret,
Va oll laouenidiguez a voa en em glac’haret ;
Va oll laouenidiguez a voa êt en glac’har,
Ma carjen bea siclet en eun toull en douar.

Neuze e voen o veva er spaç a unnec mis,
Hep ober a nep convers a grenn gant yaouanqis ;
Neglijet an amitie hep m’am boa he c’huittêt,
O c’hout penos da ober en em gaven nec’het.

Amàn’ rancan invoqi tad ar sperejou mad,
Da rêi couraj d’am c’halon, sclerder d’am daoulagad,
Ha d’am guinou preposiou da ellout explica
Gant pe seurt tristidigues e tremenis amâ.

Eur zulvez d’abardae, pa voa dêbret va c’hoan,
Me voa chommet va-unan e qichennic va zân
Da zeplori va maleur, pa n’am boa diou galon,
’Vit rêi unan d’ar Muset, un all da Gupidon [1]

Qeit ha ma voen er stad-se anqenniet o voëla,
Me a zantas eun tolic qen tranqil var va scoa :
Lavar dìn, danve cloarec, piou en deus da galon ?

Ar C’hloarec.

Allas ! siouas d’am maleur, an amour Cupidon.

(Amâ en em disput Venus hac ar Muset, da lavaret eo,
ar garantez evit ar studi, hac ar garantez evitar merc’het.)

  1. Cupidon ê an Amourousted ; ar Muset, ar Studi.