Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7


Mes’ bars en ho personnach e-màn an assamble
Demeus qement oll vadou a zeziràn er bed,
Hac ar paoura e vezin, ma n’ho possedàn qet.

Ar Plac’h.

Caer oc’h eus parlant tener, n’allàn qet, va mignon,
Ajouti fe d’ho comzou na qüittât va soupçon,
Rac c’houi a ra enoriou ha ne veritàn qet,
Ha mar deuàn da fiout, marteze’vin tromplet.

Ar C’hloarec.

En han’ Doue, va Mestrez, n’it qet da soupçoni,
Na da chench va joaüstet ebars en eun anvi ;
Va choasit da servicher, p’o choasàn da Vestrez,
Ha doublomp hor c’harantez ’vit birviqen james.

Ar Plac’h.

N’allàn qet, va servicher, doubli va c’harante,
Nemet ho carout’ rafen mui eguet va Doue ;
Mes bezit persuadet penos en ho caràn,
Hac epad ma vìn er bed, biqen dêc’h ne vanqàn.

Ar C’hloarec.

O mar-dê güir ar c’homzou pere a leveret,
Me a ya da guimiadi ha joaüs va speret,
Ha var benn ar pemzec de, mar be ho madelez,
Ni’ n em gavo adare da barlant assambles.

Ar Plac’h.

Ia, ia, va servicher, gant calz a joaüstet
M’en em gavo ganêc’h-hu el lec’h ma lavarfet ;
Rac n’eus netra er bed-màn qement a breferfen,
Nac a elfe va ampech eus hoc’h antretien.

Ar C’hloarec.

Me deu-ta da lavaret adieu déc’h, va Mestrez,
O tont d’en em gonfia ’bars en ho madelez :