Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6


A dremenas entrezomp eun darn eus an deyou.

Gouscoude’ meus ancouêt he freposiou laouen ;
Mes darn demeus anezo ne ancouin bigen ;
Evit glac’har nac anqen, tourmant na poan speret,
Evit qement a dremen, int na dremenint qet.

Eur zulvez d’abardae, goude ar gousperou,
E zis are d’he güelet e lec’h va c’homplidou,
Ma saludis anezi gant peb humilite,
Ha gant an oll vercou caer demeus an amitie.

Ar C’hloarec.

Debonjour dêc’h, va Mestrez, fleuren an amitie,
Soulajamant va speret, objet va c’harante,
Charmerez va daoulagad, rejouissanç va c’halon,
Va douçter, va esperanç, va c’honsolation.

Ar Plac’h.

Me a garje, va mignon, e vije possubl dìn
Cavet eun teod alaouret ’vit ganêc’h discouri,
Mes va zêod a zo dister, va speret disterroc’h ;
Mar parlantomp assambles, ne gomzo nemedoc’h.

Ar C’hloarec.

O calon a garantez ! ne lavarit qet se ;
Güell ê ganén he comzou eguet re eur roue ;
Rac c’houi’ heus var va speret ar pouvoar n’en deus den,
Na n’en deveus bet biscoas na n’en devo biqen.

Ar Plac’h.

Ne allàn qet a gredi ho pefe, va mignon,
Roet d’eur plac’h qen dister pouvoar var ho calon ;
Ret e vefe ne garfec’h na madou, na guenet,
Pa angajit, emedoc’h, ho calon d’am c’haret.

Ar C’hloarec.

O salocras ! va Mestrez, me a gar tout anê,