Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5


En qalite a vignon, p’am bije bolonte.

Cetu-én o vont neuze an amour Cupidon
O laqat ac’hanomp hon daou en e bossession
Hac oc’h ober eur chaden evit hor chadenni,
A vezo cos d’hor glac’har pa vo ret he zerri.

Mes lezomp ar seurt sourci, beza’vezimp abret
Da zeplori ar maleur pa vezo êruet :
Planedennou aoüalc’h a meus bet er bed-mâ
Aboe va devez natal, bremá zo uguent vla.

Lezomp-ta ar blaneden pini zo re galet,
Ha poursuomp ar matier pini’ meus commancet,
En drizec a vis ebrel petra ’voe a neve
Pa güittas an daou vignon eus o societe.

Ar blijadur voe ger bras qen’ allan lavaret
Penos ur seurt plijadur n’am boe biscoas er bed ;
An imach eus va Mestrez am boa bepret presant,
Hac a scuille em c’halon eun ardeur violant.

Mes allas ! pa falve dìn pedi’n Autrou-Doue,
Me zante eur yenien pini am digoute.
Va c’houstiança grie penos em boa pec’het
O preferi va Mestrez da Redemptor ar bed.

Er breferanç disleal pini’ ris en deiz-se,
Ne’meus imitatoret nemet re, sioüas dê !
Tremen a rejomp hon daou hep mont d’an ofiçou :
O pebes tristidiguez e voa d’ar güir Autrou !

Güelet an nep zo crouet oc’h abusi’n amzer
D’enori ar c’hrouadur, da lezel ar C’hrouer !
Hac ar pez a zo commun, ê epad an ofiç
En em gav d’en em drêti, siouas, ar yaouanqis !

Ne fell qet dìn, tud yaouanc, dont d’oc’h inqieti ;
Güell eguedòn a gafot evit oc’h instrui
Mont a ràn da zisclerya darn an avanturiou

2