Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15



Var al lincel’ voa scrifet : Tostêt, va c’harante,
Da renta d’n-me ar frouez eus va fidelite :
Cetu aze ar poignard da dreuji va c’halon,
Mac’h êchuìn va bue dre ho torn, va mignon.

Ha me cregui er poignard, pa er lavaret dìn,
Hac o sevel anezàn evit he foignardi…
Holla ! eme an imach : me ar brinces Venus,
A meus essêt d’as zeceo dre charmou truezus.

Lavar dìn eta, Venus, petra’ glasqes em zy ?
Ret e vefes ingrates, donet d’am zourmanti
Gant ar charmou qer galant a c’henet va Mestrez,
Bremam p’am eus abondanç a bep plijadurez.

Venus.

Eleal, Cloarec yaouanc, hac ho tisoblichfen,
Me a hent güell ’guet ne doc’h ha ne vot birviqen,
Pere a heuill va lezen gant o c’honsantamant,
Ha c’houi a rayo ive, pa na vec’h qet contant.

Ar C’hloarec.

Me as suppli-ta, Venus, d’en em refugia ;
Ma na res, brêma zouden me c’halvo Thalia ;
Ha dre eun eil combat c’hoas te a güittaï mezus.
Oh ! tavit var guementse, a respontas Venus.

Me ya d’en em retira, hac a deui invisibl,
Ha neuze da viana e vezìn invincibl.
Adalec ar moment-se, güelit an drahison !
Partout elec’h ma têbren, ne voa nemet poeson,
Pechou dresset gant Venus partout elec’h ma’ zen ;
Ne allen mui na scrifa, na studia, na lenn.

Brêmàn’ cleffot eur sottis pini zo hep e bar,
Mez a meus deus e laqat an dra-ze em histoar ;
Mes disclêriomp aneàn, p’hon eus-àn commettet,
Evit ma souffro tranqil an pep en deus clénvet.