Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14



Cetu ma voan êruet casimant en anter,
Hep biscoas santout anqen, ’met douçter var douçter ;
Mes amàn oun arrêtet en eur fêçon estranch ;
Me a gred e zòn ganet er bed-màn hep va chanch.

Eul lunvez eus ar mintin, qerqent ha ma voe sclêr,
Me a guemeras va liou, va fluen, va faper,
Evit antren gant courach bras en Templ ar Memor,
Ha me güelet eur poltret scrifet dirac va dôr.

Persuadi Bretonet zo meurbet difficil,
Var digarez, emezo, ma’z e’r paper jentil ;
Mes qement-màn zo leal, qer güir ha qen certen,
Evel ma’zê an astrou a dro a ûz va fenn.

Ar poltret eus a bini e meus comzet dija,
A voa poltret va Mestrez despeignet o voela,
Hac a zirac he imach scrifet ar seurt comzou :
N’en deus nemedoc’h, cloarec, a zo cos d’am daelou.

Pa lennis ar seurt comzou, me grogas enhàn prest,
Hac er stringis en eur punç’ voa dirac va frênest.
Ra vo alenn banisset peb amour nuptial,
Douçoc’h ’guet an oll verc’het ê croc’hen va aval.

Me yas neûze d’am labour, qer gyê evel biscoas,
Mes an de varlerc’h vintin e voa er memes plaç,
Gant comzou var he c’halon’voa picantus meurbet ;
Va c’harantez a gresqe da heuill da grueldet.

Ha mar cresq o c’harante dre ma cresq va c’holer,
Marteze’ timinuo pa gresco va zouçter ;
Rac qemerit-hu ho plaç el lec’h ma tezirfet,
Mes list ganén va c’halon: onnes zo d’ar Muset.

Hac aben ma retornis, da uneg-heur anter,
E voa chanchet ar poltret demeus va Mestrez qer :
Eul lincel a voa ganti evit he lieni,
Hac eur poignard en he dorn evit he foignardi.