Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16



Eur güener deus ar mintin, hep mar na marteze,
E zê an oll gloer yaouanc da guerc’hat o dicte,
Ha me a yeas ive, mes inutilamant,
Rac Venus ha Cupidon a gresqe va zourmant.

Mantret a zisplijadur, pa n’ellàn studia,
Me a c’halvas ar Maro da zont d’am zistroada.
Cetu amàn ar c’homzou deut eus va fenn diot ;
Ha c’houi, mar sentit ouzìn, ne vefot qet qer sot.

O Maro ! me as suppli, selaou va fedennou ;
Deus da drêc’hi ar chaden eus va oll anqenniou,
Evit, dre da voyen-de, ma chenchìn eus a vrô :
Biqen eürus ne vezìn, qen na vezìn maro.

Ar maro eus va c’hlêvet, en em rent hep divis :
Eleal, va mignonet, én zo eur pot esqis !
Lavar dìn-me, emezàn, petra’ c’heus da ober ;
Ne zale qet ac’hanon, rac ne’meus qet amzer.

Ar C’hloarec.

Sir, me a meus ho calvet, daoust d’am indignite
Evit gout ar jujamant en deus ho Majeste
Grêt eus a N……, an den-ze ambitius :
Cetu va c’hommission, Sir : me c’houlen excus. [1]

Ar Maro.

N…… ar superb a zo ebars em zy,
Da bemp messager varnuguent e zê pot merchossi ;
Ennes a gargas eun deiz va zal ha va c’heguin,
Qen a ranqis diloja va barriqennou güin,

Ar C’hloarec.

Goude ma voa sortiet me a seblante dìn
Güelet e boltret hidus en cornic va studi,

  1. Spontet gant presanç ar Maro, e voa ret forji eur gaou.