Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(19)

Yan, o zelaoue, e benn izel, bac a huanade.

Eun nebeut amzer goude, e voe tro Fanch hac e dud da vont da dy Yan. Eur zulvez ivez eo en em rentjont. Pa êrujont, Yao a voa e scandalat e verc’h hena, a voa refuset evit e c’hommunion guenta, dre na vouie qet e c’hatekis, ma zoa feneantez ha pilpot. E zad, o sònjal ober mez dezi, a veulas he c’hininterv Mari, pehini e devoa bet ar pris qenta er c’hatekis ; mes hi despitet oll, a respontas gant un ton insolant, mes maleürusamant gant güirionez :

— Nac eus va faut-me eo, ma n’oc’h eus qet grêt dìn mont d’ar scol ? Pa na ouzer qet lenn, na eller qet gouzout ar pez zo el levriou.

Yan en em laqas e coler, hac a zifennas dezi en em laqat diouz taul gante.

— Eh bien ! ma ne leinàn qet ganêc’h, ne chommìn qet da zellet ouzoc’h o tebri.

Saillat a eure ermèz an ty. Inutilamant e zad hac he mam he galvas hac a c’hourdrouzas anezi : mont a eure en he rout.

— Ar buguel-ze a ra mil chagrin dìn, eme Yan, glac’haret oll.

Ellet en devije lavarat e voa er memes tra eus e vugale all.

Madalen, naturelamant grignouzez, a voe c’hoas muioc’h en deiz-se.

— Arça, emezi, gant humor, d’ar re a voa eno : na zit qet da zònjal e reot amâ eur pred qer mad evel an hini hor boa bet an deiz all duze. N’en em binvidicaomp qet, ni ; biz a reomp d’an espern, rac beza hon eus, evel a lavarer, calz a boan o paca an daou benne fin ar bloaz.