Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(18)

var an hent bras, pebini a meus bremâ collet.

Fanch a zisqeuzas dezàn e hent, hac er pedas da vont gantàn da leina d’e dy, ar pez a verraje e hent. Ar zoudard, a drugareqeas Fanch, hac a acceptas a galon vad e broposition honest.

— Oh ! eme ar zoudard , o vale etre Fanch ha Yan, nac a gueuz a meus bremâ da veza neglijet em yaouanqis ar voyenou a instruction a voe offret din ! M’am bije gouezet lenn ha scrifa, e zoan bremâ avancet. Beza e meus certificajou caer, var va c’hundu vad ; va oll cheffou a gar calz ac’hanòn, hac e velit e zòn decoret eus ar groas a enor ; mes va ignoranç hepqen eo a ampech va avançamant.

— Perac, eme Fanch, n’oc’h eus-hu qet disqet lenn ha scriſa, abaoue ma zoc’h soudard ?

— Essêt a meus, eme ar zoudard ; mes trêgont vloaz a meus ; nao bloaz zo e servichàn, hac en em gaven da eur bloaz varnuguent un nebeudic côs evit disqi lenn ha scrifa.

— Güir eo, eme Fanch, e tlefet gouzout lenn ha scrifa d’an oad-ze ; mes gouscoude ec’h eller c’hoas d’an oad-ze, gant ur volontez ferm hac un application vras, rapari an amzer gollet. En oll guæriou, er regimantchou, e zeus hirio formet scoliou evit an dud grêt : perac ho pe-hu mezo vont d’en em instrui ? Da bep oad e tisqer.

— Ar pez a lavarit a zo mad, eme ar zoudard. Mont a ràn é semestr da Vontroulez ; c’hoant a meus da laqat an amzer-ze e profit, en eur vont assidu da scol Creac’hjoli, pe da hini ar Freret, evit rapari va amzer gollet.

— Hoc’h angaji a ràn calz da ze, eme Fanch.