Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(20)

— Allòn-ta, va c’hoar-gaer, eme Mac’harid, gant madelez, ni a ro a galon vad, c’houi a ra er memes tra : qement a faut eo.

— Diouz taul ! eme Fanch. C’houez vad ar zouben a zigor ar galon. Mes en despet da famill Fanch, a rê e oll bossubl evit laqat an oll da veza joaüs, ar pred a voe goal drist, ha na voa qet c’hoas achuet, pa gommanças un dragas vras.

Bugale Yan a vouze hac a c’hrosmole etre o dent ; turbulant bras e voaint. Bugale Fanch a lennas o gousperou. Eur moment goude, un amezeg a zisaillas en ty, en eur grial :

— Diredit oll da rei sicour… Eur gariolen zo cuezet er stanc ;… ar c’hezeg a zo el lic’hid betec o fenn, hac e clever hirvoudou spontus.

— Hastomp, eme Fanch, ha redomp buan.

Hac e redjont oll varzu ar stanc. Ar voitur a voa en antier ebars ; gant calz a boan ec’h eljot he lemel. Ne zortie mui nep clêm eus ar voitur, pehini a zigorjot gant hast bras. Ne voa enni nemet eur vreg a seblante maro, hac ur c’hrouadur en ur c’havel, e pehini e voa dalc’het gant mezerennou, pere o devoa er protejet pa güezas ar voitur. Beza e zoa hepqen cuzet ha stardet gant orillerou ha bancou bian, pere a rente ar buguelic ru-poupr ha prest da vouga. An ear en digaças prest d’ar vuez.

— Mes, ar voitur a dleye caout eur c’honductor, eme Fanch ; ret eo fouilla ar stanc.

Gant sicour crochedou e tenjot souden eur c’horf diform, fraillet oll gant treid ar c’hezeg, ha spontus da velet. Ar vreg qèz a voe douguet da dy Fanch gant ar brassa attantion, ha laqet