rac un den leal, charitabl ha generus eo.
— Un orgouillus eo, eme Yan, pa glasq reputation.
— N’en anavezes qet nemeur, eme Fanch : me voar dioutàn trêjou a vadober a zalc’h cuzet mad, pere a rafe dezàn gouscoude calz a enor, ma vent anavezet.
— Bah ! eme Yan, na gomz mui dìn eus da A. Ꝃarvur ; ne gonven qet dìn. Un den pehini a garàn, eo an A. Ꝃlorc’h ervad ! ennes en em respet, hac a voar e zeo mad ar vad, ha drouc an drouc ; ennes ervad a lavar traou caer var ar scoliou ! var ar mani o deus hirio ar baysantet da felvezout lenn ha scrifa evel doctoret.
Er moment, an A. Ꝃlorc’h a zortias var varc’h eus un hentic dirac pebini an daou vreur a dremene. En em hasta a rejont d’er saludi.
— Ah ! ah ! emnezàn, hep renta dezo ar salud : cete c’houi aze, mestr Yan ! Selaouit, va mignon ; tachit d’en em derc’hel tranqil, ha da non pas poulsa mui habitantet ar gommun d’en em enkrezi, da grial evel a reont evit ma tremeno an hent nevez a gostez d’ar bourg, e traòn ar prat. Ne dremeno qet, ze zo certen. Treuzi a ray ar c’hoat e zoun o paouez prena. Na guemerit qet eta ar boan da gass petitionou d’ar Prefet, pere noc’h qet capabl, paour qèz ignorant, da sina, da lenn, na michanç da gompren.
Yan, badaouet oll dabord, ha leun a gonfusion o clévet qementse, a yê d’en em abandoni d’ar goler. Glas-rus e teue ; e zaoulagad en em dâne ; leusqel a rê leou-douet. An A. Ꝃlorc’h a zavas e ziouscoas divar fae, hac e yas en e hent,