en eur ober goap. Yan, en despet da Fanch, a leusqe mil mallos var e lerc’h.
— Bez tranqil, eme Fanch ; ha daoust d’ar pez en deveus lavaret an A. Ꝃlorc’h var sujet an hent nevez, e zeo certen e tremeno e traòn da brat ; an ingenier e chef en deveus grêt an enor dìn da leina dec’h ganén, hac en deus disqeuzet deomp ar plân arrêtet evit an hent.
— Petra ra dìn-me an hent-se ? eme Yan ; mes me fell dìn en em venji eus an affront en deus grêt dìn an indign Ꝃlorc’h.
— Tao gant da gaujou fall, eme Fanch, hac ancounac’ha an A. Ꝃlorc’h ; mes bes sonch, e profit da vugale, er guentel en deus roet did. Güelet e c’heus-te penos an den-ze, pehini a ya atao en eur grial e zeo ret lezel ar bobl en i gnoranç, a zo ar c’henta o voapât da hini ?
— Ia, fichtre ! hac e zeo ret caout un teod serpant evit se ; mes me fell din disqeuz dezan penos ma na ouzon get sina va hano var ar paper, ec’h ouzòn en ober gant va bas, var guein eur c’hanfard hac un horistal eveltàn.
— Tor a pez, Yan… Mes, cete duont eur zoudard o sortial eus an hent treuz, hac a c’halv ac’hanomp : gouezomp petra a fell dezàn.
— Hê ! mignonet, eme ar zoudard ; depordit, me ho ped. Pa voe êruet, e c’houlennas hac int a vouie lenn.
— Ia, eme Fanch, en ho servich,
— Deurvezit lenn va feillen rout. Ancouêt a meus hano ar c’henta etap, hac e zòn bet en em gollet en eur c’hoad e lec’h e zoan en em dennet diouz tomder bras an eol, na ellen mui anduri