ellet caout un devez benac dìn, e zis anfin. Mear eo, hac ec’h eller lavarat madoberour. Laqet en deveus sevel un ty scol a brosper calz. Eürus eo bet da gaout ur mestr mad, an A. Donval, pehini dre e zouçder, e furnes hac e anaoudeguez vad, a zo tad ha mignon d’ar vugale confiet dezàn, hac a zo o paouez obten en recompanç eur vedaillen gaer eus abers ar Roue.
Disqeus a ris d’am breur va eston eus ar vad a brodu ar scoliou, hac ouz ar frouez vad a roont.
Va breur, ouz va zelaou, a voa ivez estonet, bac a lavare din : Ac’hanta ! doueti a ri-te c’hoas eus ar vad bras a ra ar scoliou var ar meaz ? En eur instrui ar bobl, ec’h eller en renta güelloc’h hac eürussoc’h. An difin eus e guelennadurez hac eus e ardamasiou a voe d’am guendrec’hel diouz va errol, va c’henta creden var ar scoliou communal, ha da ober dìn en em renta da anavezout o utilite vras. Eur c’hoant vras a zantis da founti unan em c’hommun, evit ma elje an oll habitantet jouissa eus ar vadober a behini ec’h anavezàn anfin an dalvoudeguez vras.
Na lavaràn qet dêc’h davantach ; güelet a rit penos da zeiz vloaz ha trêgont ec’h eller renonç da un errol, ha receo eus a yaouancoc’h eguedomp qenteliou mad da heuill. Ajouti a rìn penos, da bep oad ec’h eller en em drompla.
Goude un adie leal, an A. Ꝃarvur a guemeras hent e gampagn a Velizal.
— Guella den ! eme Fanch.
— Ah ! bah !… eme Yan, eur c’hafart hac un impocrit eo.
— Control mad ouz se, a respontas Fanch,