Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(12)

parc e stat vad, eguet dec parc e slat fall.

Qement e zoa a zifferanç etre an daou vreur er fècon da labourat o douarou ha da laqat talvezout o danvez, qement all a voa er fêçon da zevel o bugale, en o actionou hac en o habitujou.

Yan, evit rêsoniou a interest, a voa en em vrouillet gant famille e vreg, hac a voa en proces diouz e breur. Fanch a veve en peoc’h gant e oll guerent. Qemeret en devoa en e dy e voereb Izabel, a voa paour ha dilezet. Tad Mac’harid, intanv ha cazi infirm, goude beza laqet e scol etre daouarn ur mestr yaouanq ha capaploc’h eguetàn, a voa deut ivez da dy Fanch evit tremen ar rest eus e vuez er repos. Ar Pautr côs en em blije oc’h instrui e vugale vian, azezet gante dindan ur vezen dêro, en disheol etal an nôr, hac er gouân en e fauteill goad etal an tân.

Fanch en devoa reizet penos epad beilladegou ar gouân, dastumet oll elal an tân, goude m’o devije nezet ar merc’het hac ar goaset grêt eul labour util benac, e vije grêt a vouez huel eul lectur el levriou hanvet ama arauc. Goude e rêt ar pedennou e commun, hac e zêt da gousqet, en eur reqeti an eil d’eguile un nosvez vad.

E ty Yan, d’ar memes heuriou, na glêvet nemet ur babill tor-penn. Eno, an eil en em occupe eus a afferaou ar re all, o trouc-comz eus an oll ; ar preposiou-ze a roe lec’h alies da zisputou. Al labour a languisse, pe a voa grêt fall ; lezel a rêt qement a voa a sclabe, ha pepini en em denne mouzet an eil diouz eguile.

Eur zulvez vintin, Yan hac e famill a êruas e ty Fanch, hac an daou vreur hac o bugale en em