rentas d’an oferen. Fanch hac e dud a lenne gant atantion Deveriou ar C’hristen, Reglamant a Vuez, epad ma voa Yan hac e re hep levr, dre na vouient qet lenn, o sellet a bep tu, o comz hac o c’hoarzin avichou, ar pez a rê poan d’an oll, evel just. Fanch hac e dud, leun a respet evit ty Doue, a granche en o mouchouerou godel ; mes Yan hac e re, evel tud lous, hep mez, a granche var bave an templ divin, ar pez na gredjent qet ober e meur a dy, rac na vije get permetet dezo en ober.
Goude an ofiç, Fanch ha Yan a voe tizet var ar blacen, gant an A. Ꝃarvur, perc’henner bras. Calz a estim a zougue da Fanch, evit e vevidiguez douç hac e speret eon, hac en em blije o cozeal gantàn eus a labouriou an douar, ar pez a gare dreist oll.
Fanch qèz, emezan, dec’h hepqen oun êruet a Baris. Contant on meurbet ouz ho qüelet. Disqeus a rit oll beza e yec’het mad, rac güelet a ràn duont Mac’harit gant e bugale, hac int joaüs bras. Ha va fillor Theodoric ?…
Epad ma trugarecae Fanch an A. Ꝃarvur ha ma responte d’e guestionou, Mac’harid, he c’hoar-gaer hac o bugale a êruas.
— Va faeron ! va faeron ê ! a grie Theodoric.
— Bonjour, va fillor bian, eme an autrou, ouz er briata ; goulennet e meus dija ouz da guêlou digant da dad ha da vam, hac e zint contant diouzout. Rac-se e recevi ar recompanç am boa prometet did qent partial. Evit Mac’harid, ar vam vad, e meus digacet ur zac’had mad a lin. Ne meus qet ancounac’hêt, Fanch, ar pez am