Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(11)

verite. Meur a vloavez a dremenas, epad pere Yan ha Fanch o devoe bugale, pere a voe savet gante, pepini herves e fêçon. Re Yan na güittaent ar ferm nemet evit mont da c’hoari ha da vagaboni ; re Fanch, er c’hontrol, qerqent ma voent en oad, en em rente er scol eus ar mintin, evit distrei da ser-nôs.

Qerqent ma voejont cozeal, o zad hac o mam a reas dezo desqi dindan evor, ar Reglamant a Furnez, a gaver en Instructionou Christen, etc, ha goude coan e vije canet Canticou.

Ferm Fanch a voa cunduet gantàn qen reiz, ma teuas, abars daouzec vloaz, da zoubli e zanvez. Hini Yan a chommas atao er memes poent. E c’honideguez hac e goll a voa cazi er memes tra. Epad ma yê Fanch atao var gresq, Yan na yê na ne deue, ha netra na voellae endro dezàn. Parqeyer bras en devoa, ha gouscoude ne heuille nemet ar routin. Refusi a rê a grenn ober usach eus an erer güellêt, hac eus an hostillou all eus a bere en em serviche e vreur. Anfin, evit an temps ha güellaen an douarou, en devoa ivez sqeudennou faus, da bere ne felveze qet dezàn renonç ; hac e vije bet güelloc’h dezàn coll un eost en antier, eguet essât d’e renta caeroc’h voyenou certen.

Epad ar c’henta c’hoec’h bloavez eus a gundu e ferm, Fanch en devoa bepret implijet ar rend d’e güellaen, dre grescanç, ha da brena hostillou. Qent prena douarou nevez, a lavare-én gant furnes, e ràncàn en em brocuri qement zo ret dìn evit tenna eus ar re a meus dija ar güella profit possubl. Güelloc’h eo ganén caout c’hoec’h