Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/26

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

Sant Jacqaes a zo composet d’eus a eun infinité a stéret bian ha guen pere a zo en andret-se evel berniet an eil var eben ; sclérijen an eil en hini eben a ro d’an Eê al liou guen a remercomp.

An astronom Herschell o sellet d’eus hent Sant Jacques gant an télescop a velas en eun heur ebquen ouspen pemzec ha tri-uguent mil d’eus ar steret bian-ze.


————


AR GOMETTENNOU.


————


Ar gomettennou ê ar pez a hanver communamant steret lostec abalamour d’al lost a sclerijen a lezont var ho lerc’h.

Gueach-all apparicion ar gomettennou a roe aon ha spouron d’ar bobl pere a vélé enne eur sinn d’eus a eur malheur bras bénac. Muioc’h a nec’h a roent evit an éclipçou d’eus a bere e comzin souden. Mes brema e commançomp en-em habitui d’eus o apparicion, ha ma rer câz d’eus oute n’è nemet abalamour ma int râl ha curius da velet.

N’en-em accorder quet c’hoas mad var ar matier a bretanter a gompos lost ar stéret-se. Sonjal a rer couscoude e occasionnet gant sclérijen an éol var an doûr, pe ar vapeur a zo en dro d’ar stéréden, en coumoul.

Ar pez so sûr e veler ar stéret treuch-trẻ dré al lost-sé.

Ar gomettennou a ra eun hent ha nè quet en fêcon abet henvel d’eus hini ar blanédennou.