Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/25

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


Henvel a rêr Constellation eur vandennat steret hac a zeblant ober eur gompagnunez e-unan, evel constellation Orion, hanvet an tri roué, hac en pehini, eb ma n’em doueter, a zo dec-ha-pêvar-uguent stéréden. Aléis a gonstellationou zo ; peb hini a d’eus y hano ; mes sonjal a ran ê inutil ho henvel, rac se ne rêfé nemet carga ar memor inutilamant.

Lavaret em eus ne véler ar stéret, memeus gant an télescop, német evel poentchou sclêr eb corf ; ar re sclerra ê ar re vrassa pe ar re dosta. Ne quet possubl calculi ho distanç d’eus an éol ; couscoude ar pez zo sûr ê ne recevont sclérijen abet d’eus ountan, rac ên a glé béa evite evel eur stéréden ive. Forcet e voar éta da gonclui penos ho sclérijen a apparchant dézé o-unan ; ez-int éolou bras pe vian o unan.

En effet pa gomprener eun tam en infinite, er plaç bras gollo-ze d’eus a behini em eus dija comzet, e ranquer avoui penos ê impossubl ma ve tout ar pez so crouet a velomp a uz om fen. Sonjal a rer éta, ha rezon zo, penos so crouet éolou all hac o d’eus o flanédennon ive evel om hini.

Dre ma confectioner an instrumanchou dre béré e veler an astrou pella e tizoloër re nêvé ; n’eus rezon abet ac a ampechfe da zizolo re all divezatoc’h, ha c’hoas, eur véach all, pa vo ivantet ar goella télescopou, pa vo anaveet eun infinité a astrou all c’hoas, e vomp pell da velet oll astrou immancité ar firmamant.

Aroc finissa ar chabistr-ma e lavarin eur gomz d’eus ar vanden venn a veler en Eê en nosvechou e ve an amzer caër, eb coumoul.

Ar vanden vras-se pehini a hanver ive hent