Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/24

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

caot tud savant, tud anaoudec en labouriou an douar ac en meur a dra pere a c’houlen expériançou meur a vlavez, nequet possubl e lavaran me, d’ar béd éno béa sclérijennet, ma c’hall eun dén, ganet goude an eost, mervel dre gosni aroc an éost goude.

Aoualc’h ! Aoualc’h ! a grio meur a hini, aroc fixa héd ho bue d’an dud-ze, sûr omp e zo tud er vro bell-zé ? Eur chabistr am eus consacret evit respont d’ar goulen-zé.


————


Ar Stéret. — An Hent guen pe Hent sant Jacquèz.


————


Communamant ec’h hanver stéret quement poent luc’heduz a veler er firmamant gant al lagat noaz, (eb conta an éol ac al loar) ; mes eun différanç vras so étré ar blanédennou hac ar steret ; pa zeller er firmamant gant an télescop nêquet possubl en em drompl : ar blanédennou a veler corf dêzé evel al loar, élèc’h ar steret ne zéblantont james nemet evel poenchou sclêr.

Al lagat noaz ne remerq nemet d’eus a bèvar da bemp mil stéréden ; dre an télescop e veler pemzec ha tri-uguent million da nebeuta. Rac avertissa ran penos ez-eus ouspen a uz om fenn : bea zeus ive a-zindannomp. Goude ar pez so lennet betec vrêma el léor-ma e cléer va c’hompren parfêtamant.