Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

pa è guir e ma en diavêz d’eus ar blanédennou-all. Lacat a ra pêvar bla ha pêvar-uguent hac eun nebeut deyou d’ober e zro. Y vent a zo pêvar uguent guech brassoc’h evit an douar ; mes quêit ê d’eus ousomp quen n’er gueler nemet gant an télescop. Ar savantet a lavar e d’eus ive c’hoêc’h loar hac e roont distanç peb hini d’eus ar blanéden.

Cetu aze bétec vrêma ar blanédennou a zo bet anavéet evit dépanti d’eus om éol ; mes un astronom hanvet ar Verrier en eus er bla trémenet (mil-eiz-cant-seiz ha daou-uguent), remerquet unan all pehini a zo (Se c’ha eb en lavaret) calz pelloc’h evit ar re am eus hanvet aman. Planéden ar Verrier ne veler nemet gant eun télescop mad.

Gant-se evit en em révémori e lavarin penas an éol a zo er c’hréiz ho trein dre e nerz euzus eunnec planéden, (eb conta hini ar Verrier) ha trivac’h loar pere a dro dirazan oll d’eus ar c’huz-éol varzu ar zao-éol.

Lod eus ar blanédennou a ra ho zro pe ho bla en eun nebeut michou ; lod all meur a vla ha memeus ar re bella a laca tost da gant vla.

Ma vev en proportion queït an dud er blanédennou all evel en om hini, habitantet Saturn, dre exempl, a glé béva daou vil tregont vla en comparêzon da eun dén d’eus an douar pehini a vevo dec vla ha tri-uguent. Eur buguel a laca aman uguent vla da zont da zén hac eno pemp cant pêvar-uguent vla.

Mes ive possublê ne véver en Saturn nemet queit hac en douar ; va avis couscoudé n’ê quet-sé, rac nequet possubl d’ar blanéden-zé