Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/22

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

eus obtenet péder. Mes nequet ebquen an diou blanéden-ma a zo bet favorizet d’eus an donezonou-ze evel ma er guelfoc’h varlerc’h aman.

Goude Jupiter ha tri-c’hant no-varn-uguent million leo d’eus an éol ê placet Saturn pehini a zo no-c’hant guec’h brassoc’h evit om douar, ober e ra e dro d’an éol d’eus an Occidant varzu an Oriant evel ar blanédennou-all, en no bla varn-uguent pemp miz ha pêvarzec dervez. Bea en eus ive loariou en dro déan, hac an nombr a zo bet gant Doue proportionet d’an distanç a sépar anéan d’eus roue an astrou : seïz loar an eus.

Ar blanéden-ma a bossed eun dra estonnussoc’h ac admiraploc’h c’hoas, ar pez n’ho d’eus hini d’eus ar blanédennou-all. Pa seller d’eus Saturn en télescop e véler en dro déan eur c’heill pe eur vanden immanç lédan d’eus a zec mil léo pe var dro ha d’eus a guément-all a zistanc d’eus ar blanéden. Ar c’heill-ze a zéblant bea séparet en daou dam, da lavaret-e doubl, hac an distanç étré peb goalen a estimer cant léo. Remerquet so ive er c’heill doubl-se tarchou hac a chanch a form, ar pez an eus roët da grédi penos ar voalen estonus-se a dro assambles gant ar blanéden hac er memes direction.

Ar vanden-ze, evel ar séiz loar, a gass da Saturn ar sclérijen a réceo d’eus an éol, ar pez a glé ober en noz eur spectacl caër evit habitantet ar blaneden.

Anfin, ar blanéden diveza ê Herschell, (hano an hini en eus-y remerquet ar c’henta.) E distanç d’eus an éol a zo c’hoêc’h cant tri-uguent million léo. Ar c’heill a draç è ar brassa