Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/21

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —


Pallas, quéit a Cérês d’eus an éol, a laqua pêvar bla seiz miz eunnec dervez d’ober y bla.

Ar peder blanéden vian-ma a zo quer tost an eil d’ében ma zo sonjet n’o d’eus gret guechall nemet unan ; va avis-me n’ê quet-sê, rac ne gredan quet e ve labour Doue sujet da véa dispennet gant netra abet, ha va c’hredanç a zo penos peb astr a zo chomet antier er plaç merquet déan gant ê grouer.

Jupiter a deu goude ; ar vrassa è d’eus ar blanèdennou ; cazi quen éclatant ha Vénus ê, hac e vent zo pêvarzec-cant guech brassoc’h evit an douar. Ar blanéden gaër-man a laca eunnec vla daou c’hant trivac’h dervez pêvarzec heur d’ober an dro d’an éol ; da lavaret ê, ar bla enni a zo eunnec vla seiz miz d’eus om blavéchou.

Ma ê hir ar bla eno an déyou n’int quet, pa ê guir e ve an noz hac an dé en nov-heur c’hoéc’h hac anter-cant minud. Ha gant-sé, en eur gonsidéri vent ar blanéden-ze e quichen hini an douar e caver e vale-y oc’h ober eun dro varn-y e-unan pemp guech varn-uguent buannoc’h evit om bro, ha beb andret d’eus outi a ra eïz mil leo dre heur.

Gouélet a rer en Jupiter leun a darchou, hac en dro déan a zo eur chouch immanç a ér.

Possedi a ra peder loar pere a ra an dro déan evel om hini d’an douar.

Aman ê al lec’h d’ober d’ec’h admira attantion ar brovidanç en andret ar pez so crouet. An douar an eus bet eul loar evit er sclérijenna épad an noz, ha Jupiter ervez e vent, hac abalamour d’e zistanç immanç d’eus an éol an