Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/27

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

Ho zroyou a zo striç hac hir, hac ho directionou n’int quet régulier : lod a c’ha var-zu ar zao-éol ; lod var-zu ar c’hréisdé ; lod var-zu ar c’huz-éol ha lod var-zu an anter-noz.

Evit compren an dro a réont, quémérit eur ficellen hir eun nebeut ; scoulmit an eil penn d’eus éguilé ; neuzé formit gant-y eur c’heill pehini a bosfoc’h var an douar pe var eun doll ; chachit var beb coste evit renta ar c’heill-zé hir ha moan, hac ho po neuzé eur model d’eus hent eur gometten, en eur supposi an éol en diabars unan d’eus ar pennou striz.

Ar re d’eus ar stéret lostec ac’ha var-zu ar c’huz-éol hac ar c’hréisdé ne chomont quet pell visibl. Dre ma n’allomp o guelet nemet en noz ha ma vent tost d’an éol e c’héont prest da gouscat goude an astr-ma.

Er poent-sé ma chom eun nebeut an amzer goloet ec’h all eur gometten tremen eb bea apercevet ; ével-se ive e zo poan o quemer merq d’eus apparicion beb hini evit anaout termen e zro.

An hini a zo bet ar guella studiet ê unan apparicet er blavez pevarzec-cant c’hoec’h hac anter cant, er blavez pemzec-cant unan ha trêgont e voe guélet adarre ; goudé en c’hoézec cant seiz, hac en c’hoèzec cant daou ha pêvar uguent ; anfin diou vech-all ê bet guélet abaoue. D’eus ar blavechou hanvet aman e véler e laca pemzec vla ha tri-uguent d’ober e zro.

En amzer bresant e rapporter penos er blavez daouzec cant pêvar ha tri-uguent ec’h apparissas eur gometten d’eus ar gaëra, cazi d’eus vent al loar, hac unan henvel d’eus outi er blavez