Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/13

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

a re-all, penos e vanq dec’h e ve ên a ranqfe cass e domder ac e sclerijen dre oll ? e ve ên e-unan, ar brassa d’eus an astrou, a elfe bouj, hac ar re bianna pere tout o deus ezom anean a véfé stag en ho flaç ?

Ar re ne fell quet dézé e vé an douar a drofé, a ranq lacat necesseramant tout an Ee da drêi en dro deomp. Neuze an eol a ranqfe ober cant anter-cant mil leo beb minut, pe nô million beb heur pe daou c’hant c’huezec million en péder heur varn-uguent. Hac ar steret eta d’eus a bere an hini dosta a zo d’eus ouzomp daou c’hant mil guech pelloc’h evit an eol ; n’eus dén capabl da nombri an hent a ranqfent d’ober bemde en dro deomp.

Inutil ê en-em arrêti pelloc’h var eun dra quer sclêr.

Rac-se an eol ne chanch quet a blaç ; an douar a ra eun dro varn-an e-unan d’eus ar c’huz-éol var-zu ar sao-éol en peder-heur var-ugent, hac evel eur voul a ruill en eur drei, è ra c’hoas epad ar bla eun dro d’an éol.

Evit compren penos e ve an eol en miz Even huel en créis bolz ar firmamant, hac izel è miz Querdû, quémérit eur c’heill barriquen pehini a zalc’hfoc’h en e za en eur feçon ma ruilfe varzu ar zao-eol. Supposit an éol en creis ar c’heill-ze. Mar talc’hit ar c’heill sonn ha ma supposit e ra an douar e dro er feçon-zé e vefé eun hân perpetuel ; atao e vefe an éol a bic a uz om fenn. Mes lêzit léin ar c’heill da goéa eun tam varzu an anter-noz eb bouj an éol ; neuze eman ne vo a bic nemet varzu d’an traon. Var-zé pa vo rentet an douar d’an traon e vo an