Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

hân, ha pa vo d’an ec’h ar goan, rac dre ma pign e costéch d’eus an éol.

An douar en eus en dro dezan pemp leo varn-ugent tro ront eur c’houch êr pehini a zo necesser d’an dud ha d’an anevalet evit beva ; d’eus an êr-ze e chachomp ennomp continuellamant.

Pignat a ellomp éta bétec pemp leo varn-uguent a uz an douar : huelloc’h e ranqfemp étouffi.

An douar en eus bétec fin ar c’houch êr-ze eur buissanç a attraction da lavaret-è eur gallout da chach varzu ennan. Rac-se ar pez e véfé laquet en êr n’eus caz en pe tû d’an douar a gouezfé var an douar.

Dre an anaoudeguez-ma e êz compren penos ma ve allet toulla an douar part-ha-part, hac e c’hessafe unan bénac disquen en toul-ze ne zisquenfe nemet hetec an hanter, rac ma felfé déan continui e hent e ranqfe neuze lacat e benn e plaç e dreit, rac pignat var an douar en tû-all e rêfé.

Evel ive ma coézfe unan bénac en toul-zé e chomfé e calon an douar evel var neun, rac êruet er c’hréis e c’hoarvezfé gantan evel gant eur vaz a dolit var e fenn en fonç eur rivier ; disquen e ra eun tam hervez an nerz o peus laquet d’e anfonci, mes ractal e teu var c’houré an douar.

Ar c’hréis e véfé evit-an fonç an toul evit an eil costé hac éguilé.

An douar éta a zo dalc’het en êr, en créis eun espes vapeur a bemp varn-uguent leo teoder. Er mes a c’hané n’allomp quet beva en defot a êr.