Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/12

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

da gouscat er mor pe en douar hac en eur gaout da zevel er c’hosté control en devez varlerc’h.

Cetu aman en pe feçon a ra an douar e dro bemde ac e dro annuel.

Dalc’hit eur rôd cârr en e za en eur feçon ma ruilfe varzu ar zao-eol : plaç an aël è an eol. Laquit eur voul da drei var ouarn ar rod betec ober an dro. Ar voul-ze ê an douar ; an dro a ra varn-y e-unan ê an dé hac an noz, hac an hini a ra en dro d’ar rôd ê ar bla.

Evel-se unan d’eus aëlou an douar a zo tro d’an anter-noz hac eguile d’ar c’hreis-té.

Brema e santan e c’houlennit pe sort rêzon em-eus da gredi quentoc’h ê an douar a dro élèc’h an eol, hac e lavarit ê credaploc’h e tro an eol a velit o sével er zao-eol ac o cousquet er c’huz-eol. An douar, er c’hontrol, e mezoc’h, ne santomp o trei en fêçon abet.

Da zé e respontan, pénos ê naturelloc’h trei eur poncin dirac an tân evit e rosta cof ha quein evit trei an oalet hac an tân en dro déan ; penos an douar pehini n’ê en quichen an eol nemet evel gros eur spillen e quichen eun tour a all ober eun dro en peder-heur varn-uguent ar pez n’alfe james ober an eol placet queit d’eus ouzomp ; penos pa vec’h en eur vag var ar mor e seblant dec’h guelet an tiez, ar parqueyer hac ar gouez o vale varzu ennoc’h ha c’hui couscoude ê a za d’ho c’haout eb ma n’em santit bouj. Mes pe sort comparêzon couscoudé etre eur vaguic hac ar bed-ma pehini en eus èis-mil-leo tro !

Pérac e fell d’ec’h e ve an eol, pehini ê bué hac éné, pas ebquen ar bed-ma, mes calz