léo hanter dré vinut, ha tri c’hant pemzec ha tri-uguent léo beb heur.
Penos, a lavaro meur a hini, an douar a dro evel eur velin ? se n’ê quet guir ; neuze-ta e ve daouzec heur om fen d’an traon hac om zréit d’an ec’h ! ar resonamant-se a seblant bea just ha couscoude n’en dê quet.
Me c’houlen diganec’h peur e sonj d’êc’h e ve ho pen d’an ec’h ? epad an dé, a gredan a respontoc’h ; perac epad an dé quentoc’h evit epad an noz ? abalamour e sonj dec’h e mân an eol d’an ec’h hac an douar d’an traon. An errol-se a ampêch ac’hanoc’h da gompren penos ec’h all an douar tréï.
Mes cetu aman ar pez a zistrujo oc’h opinion. Anaout a rit gallout, madelès, caranté hor c’hrouer ; atao int bet consideret evel infinit, da lavaret-ê, eb arrêt, eb muzur abet : ar firmamant a zo ive infinit evel e grouer. Nê quet evel eun desert peguer bras benac ê en d’eus atao eur fin ; ar firmamant, da lavaret-ê, ar plaç bras gollo en pehini en d’eus Doue laquet an éol, ar steret, an douar ac al loar ne n’eus na crec’h, na traon, na costes ebet.
Ar glaz a velomp a ûz ar c’houmoul n’en dê nemet an èr a zo en dro d’an douar.
Ma teufe an douar da goéa eus e blaç eb souten abet pelloc’h, e coéfe, hac e coéfe atao eb james caout fonç abet evit en-em arrêti, rac an hent en pehini e vefe ê an infinité, eun dra a n’an eus allet den crouet abet compren.
Ar pez a anzafoc’h da viana ê ma ê gollo dindan an douar, pa ê guir e velit an eol o font