Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/93

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —


er vam-gouh.


Gùirioné zo gùel eit ræson !

uissant.


Ræson n’en dé ket a fæçon ?

er vam-gouh.


Pas rai ; mæs ne zaléamb ket,
Damb, mar karet, de vout barnet.

en doarenès, chiffet, a voéh izel :


Barnet ! ah ! na drolet ghirieu !
Juget a hré droug d’hé ghéneu !

er vam-gouh.


Hum ! petra larès-té, Jannik ?

en doarenès.


Nitra, mam-goun, ne saunan grik.

er vam-gouh.


Pe ne vér ket mui bretonès
É tér de vout gheuïadès !

Er Person, Uissant, er Vam-gouh hag er réral.

uissant.


Ah ! dé mad d’oh, eutru Person.

er person.


Dé mad, Uissant ! — Joéius bras on,
Mam-gouh, doh hou kuélet er porh !