Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/94

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —


er vam-gouh.


Eutru Person, péh un difforh
Étré hui ha mar-a-unan
A gav ghet-hai é évrenan !
Hinihue hoah, ya ! hinihue en dé,
Brud zo bet étré-z-hai ha mé,
Rac ma laran ne houyant mui
Konz erhat avel ma ret-hui.

(Er Vam-gouh a-zisko ghet er bis Iehan ha Iannik).

A houdé men d’int bet ér skol,
Konz a rant avel penneu fol.
Biskoah predégheu ken truèk,
N’en d’int brehonek na gallek.
Ni a vèn gout hag ind pé mé,
Eutru, en dès er huirioné.

er skolaer.


Eutru keih, n’hun nès peah erbet
Ghet mam-gouh, rac ne gonzamb ket
Emé-hi, avel er gouh tud.
Eit kement-cé é kass brud.
— Ret-é pourtant bout raisonnable ;
Mæs mam-gouh zo impitoyable !
— Chanjein a ra peb tra ér bed ;
Perac é vehemb-ni dalhet
De gonz èl ma ré hun tadeu ?
Me gav ghet-n-ein el lavreegheu
Zo comottoh eit bragheu bras.
A vragheu mui ne rér ket kas !
Hama ! pe vo enrichisset,
Pé pinvikeit, èl ma laret,
Hul langage ghet er gallek,
Kaëroh kalz vo er brehonek.