Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/92

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —


Bah ! Gùénèd a zou pitoyable
Ha Paris a zo admirable :
Me farol, barh er hapital
Tiér zo èl er hatédral.
Ne laran ket hoah treu assès,
Pe larehen tout, nan, jamès,
Mam-gouh, ne venneoh credein.

er vam-gouh.


Ne hès ket dobér a douyein,
M’ha crèd erhoalh, hag a huél splann
É ous ker goastet èl Iehan.
Me huél é oh tud pitoyable
Hag é credet bout admirable.
— Jaujein a rehé d’oh rûein
Kentoh eit bout doh hum foenhuein.
Er bugul a hoarn en devèd,
Er peur dal a ya dré er bed
Ne houyant na latin, na grek ;
Mæs ind a houér er brehonek !
Biskoah Paris n’ou dès gùélet,
Konz ou zadeu ne hoastant ket ;
É kouvand n’en d’ind bet biskoah,
Gùel eit Jann é konzant neoah.

uissant.


Kanderhue, Jannik, ha té Iehan,
Hou lod a hoès bet peb-unan.
— Haval ghet-n-ein ehué, me mam,
É vé mad m’hou pehé hou tam.
Sod bras oh ghet hou prehonek,
Kounaret oh doh er gallek.
Damb, eit gout pihue en dès ræson,
De gavouet en eutru Person.