« A viskoaz em euz ar vrud da gaout eur penn kaled ;
Ma giziou koz a garann ha n’o dilezinn ket ;
Ar Brezouneg hag ar Feiz gan in-me a choumo
Keid ha ma vo mor em zro, em c’hreiz mein ha dero.
« Stourmet em euz aliez, morse n’ounn bet trec’het ;
Taoliou dourn ha taoliou baz em euz bet ha roet ;
Hogen Kezar ar mac’her a oa eur c’houezaden :
Skubet hon euz he roudou ; ni zouj d’ar C’Hrist hepken.
« Dourn Doue a zo war-n-ounn hag a vo da viken ;
Ma c’hereg ha ma aotchou a vezo ato gwenn ;
Kaer en devezo c’houeza avel ann iferniou,
Doue, ar Feiz, ar Frankiz, o do hor c’halonou.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .