Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
HISTORIK.

ann Tad hag eûz ar Mâb. L. Ar Spéred-Santel. G. Eûz a biou é teû. L. Eûz ann eil hag eûz égilé. G. Ar Spéred-Santel hag hén a zô pâr d’ann Tâd ha d’ar Mâb. L. Ia, pâr ind hô zrî. G. Pép-hini anézhô hô zri hag hén a zô dishénvel diouc’h égilé. L. Ia, unan anézhô hô zrî né kéd égilé. G. Ha Doué eo pép-hini anézhô. L. Ia, pép-hini anézhô hô zrî a zô Doué. G. Ha n’ind-hi két tri Doué. L. Nann, ann Tâd, ar Mâb hag ar Spéred-Santel a zô hô zrî ann hévélep Doué. G. Hag ouc’h-penn eunn Doué é hell béza. L. Nann, na hell két béza.




TRÉDÉ GENTEL.
Eûz a Inkarnasion ar Verb hag eûs a Zazprénadurez ann dûd.

Mab penn-her Doué eo Jézuz-Krist hon Aotrou, da lavaroud eo, pénaoz ar Verb, péhini a oa é Doué er penn-kenta, a zô en em c’hréat kik hag a zô deûed da choum gan-é-omp. Doué é oa a-viskoaz, hag eo en em c’hréat dén enn amzer, héb éhana béza Doué, hôgen ô kémérout eur c’horf hag eunn éné ével-d-omp. Béz’ eo koulskoude eunn dén hép-kén, ar Verb deûet-kik, Jézus-Krist, gwîr Zoué ha gwîr zén. Engéhentet eo bét gand ar Spéred-Santel ha ganet eo bét gand ar Werc’hez Vari, da lavaroud eo, pénaoz hé c’hinivélez a zô