Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
KATÉKÎZ

bét eur burzud : hé Vamm zantel oc’h hé lakaad er béd, a zô choumet Gwerc’hez bépréd ; ha Jézuz-Krist adaleg ar penn-kenta, a zô bét leûniet gand ar Spéred-Santel ha gand ar c’hrâs, hép gelloud ôber péc’hed é-béd, ha Sant anézhan hé-unan. Évid-omb eo Mâb Doué en em c’hréat dén. Évidomb eo en deûz gouzanvet dindân Pons-Pilat, eo bét staged ouc’h ar groaz hag eo marvet ; kémend en deûz hor c’haret, ma eo felled dézhan rei hé wâd hag hé vuez évid hon daspréna eûz a sklavérez ann diaoul.

Goulenn. Piou eo hon Aotrou Jézuz-Krist. Lavar. Ar Verb eo péhini a zô en em c’hréat kîk. G. Pétrâ eo ar Verb. L. Mâb Doué eo. G. Pétrâ eo da lavarout eo en em c’hréat kîk. L. Da lavaroud eo, eo en em c’hréat dén. G. Hag en em gemmet eo. L. Nann, choumed eo Doué ével kent. G. Hag hén en deûz eur c’horf hag eunn éné ével-d-omp. L. Ia, dén klôk eo. G. A biou eo Mâb ével dén. L. Eûz ar Werchez Santel Mari. G. A biou eo Mâb ével Doué. L. Eûz a Zoué hép-kén. G. Ha daou int, Mâb Doué ha Mâb Mari. L. Nann Jézus-Krist hép-kén eo. G. Pérâg é lévéreur eo bét engéhentet gand ar Spéred-Santel. L. Évid diskouéza eo bét deûed er béd dré vurzud, eûz a eur Werc’hez. G. Pétrâ a felleur c’hoaz da lavaroud dré zé. L. Pénaoz eo ganet Sant ha na hell két péc’hi. G. Évit piou eo Mâb Doué en em c’hréat dén. L. Évid-omp hag évid hor silvidigez. G. Da bétrâ eo bét mâd hé c’hloasiou