Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
KATÉKÎZ

gwîr, n’eo Tâd néméd d’hé Vâb penn-her, péhini a zô hé Verb hag hé c’hér a-ziabarz, ar furnez en deûz engéhentet enn-han hé-unan a-raog ann holl grouadurien, ha dré béhini en deûz gréat pép trâ. Ar Mâb-zé a zô pâr d’ann Tâd, péhini en em anavez évit béza ker mad ha ma’z eo. Ann Tâd a gâr hé Vâb, ar Mâb a gâr hé Dâd, hag ar garantez-zé eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb a zô ar Spéred-Santel, péhini a zeû eûz ann eil hag eûz égilé, hag a zô pâr d’ann eil ha d’égilé. Béz éz eûz éta é Doué, eunn Tad, eur Mab hag eur Spéred-Santel ; unan anézhô hô zrî né kéd égilé, ha pép-hini anézhô hô zrî a zô Doué, ével ann daou all : hôgen hô zrî né d-int néméd ann hévélep Doué. DaR na hell béza néméd eunn Doué ; anéz na vijé két roué.

Goulenn. Livirid ar Sembol. Lavar. Mé a gréd é Doué, etc. G. Pétrâ eo Doué. L. Ann Aotrou roué eûz a bép trâ. G. Pérâg é c’halvit-hu anézhan Holl-C’halloudek. L. O véza m’en deûz gréat pép trâ ha ma hell ôber ar péz a gâr. G. Pérag é c’halvit-hu anezhan Tâd. L. O véza m’en deûz hor gréad holl, ma hor c’hendalc’h ha ma hor rén ével bugalé d’ézhan. G. Piou eo gwîr Vab Doué. L. Hé C'hér, hé furnez, péhini en deûz engéhentet enn-han hé-unan. G. Ar Mâb zé da Zoué hag hén zô pâr d’ann Tâd. L. Ia, ker braz ha ker mad eo hag hén. G. Doué ann Tâd hag hén na gâr-hén kéd hé Vâb. L. Ia, ha Mab Doué a gâr hé Dâd. G. Pénaoz é c’halveur ar garantez-zé eûz