Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
HISTORIK.

G. Péré eo ar madou-zé. L. Ar c’hrâs er vuez-man hag ar gloar enn ébén. G. Pétra eo ar Garantez. L. Ar garantez évid Doué Hag évid ann nésa. G. Péhini eo ar vrasa eûz ann teir vertuz-zé. L. Ar Garantez.




EIL GENTEL.
Eûz ann Dreinded.

Chétu ar sembol : Mé a gréd é Doué ann Tâd holl-c’halloudek, krouer ann énv hag ann douar ; hag é Jézuz-Krist, hé Vab penn-her, hon Aotrou ; péhini a zô bét engéhentet gand ar Spéred-Santel ; a zô bét ganet gand ar Werc’hez Vari ; en deûz gouzanvet dindân Pons-Pilat ; a zô bét staged ouc’h ar groaz ; a zô marvet ; a zô bét liénet ; a zô diskennet d’ann ifernou ; a zô savet ann trédé deiz a varô da véô ; a zô pigned enn énvou ; a zô azézet enn tu déou da Zoué ann Tâd holl-c’halloudek ; ac’hanô é teûi da varna ar ré-véô hag ar ré-varô. Mé a gréd er Spéred-Santel, enn Iliz Santel Katolik, é ken-gréden ar Zent, é distol ar béc’héjou, é dazorc’h ar c’hik, er vuez peûr-baduz. Ével-sé bézet gréat. Kridi a réomp eunn Doué hép-kén, Aotrou roué eûz a bép trâ : péhini en deûz gréat pép trâ, a gendalc’h pép trâ, hag a rén pép trâ ; a hell ôber ar péz a gâr. Ann tâd eo eûz hé holl grouadurien, pa en deûz hô gréat ha pa hô mâg gand eûr vadélez a dâd. Hôgen, évit--