Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
KATÉKÎZ

ann dud léal, péhini a bâd adalek penn-kenta ar béd bété nî : kémend hô deûz kélennet ann Tadou-brâz, ar Broféded hag ann Ébestel, hag en deûz Doué testéniet gant burzudou, pé eo bét skrivet, pé n’eo két. Doué na hell két fazia nag hol lakaad da fazia ; râk-sé é krédomp kémend en deûz lavaret, évid-omp aliez na boellomp kéd anézhan. Dré ann Espérans, é c’hédomp gant fisians ar madou a ziougan Doué d’é-omp, péré eo ar c’hrâs er vuez-man hag ar vuez peûr-baduz é-c’houdé. Dré ar Garantez é karomp Doué dreist pép trâ hag hon nésa ével-d-omp hon-unan. Ar wella eo eûz ann teir vertuz-zé, hag hi hép-kén a choum da-vikenn.

Goulenn. Péd kévren a zô el lézen Gristen holl. Lavar. Péder. G. Livirit-hô. L. Sembol ann Ébestel, Péden ann Aotrou, Gourc’hémennou Doué hag ar Zakramanchou. G. Da béd vertuz eo pâr holl lézen Doué. L. Da deir. G. Livirit-hô. L. Ar Feiz, ann Espérans hag ar Garantez. G. Ha ni a hell kaoud ar vertusiou-zé ac’hanomb hon-unan. L. Nann ; réd eo é teûfé Doué d’hô rei d’é-omp. G. Pétrâ a ra ar Feiz. L. Hol lakaad a ra da gridi stard kémend en deûz Doué diskleried d’hé Iliz. G. Pénaoz éc’h ouzomp-ni en deûz Doué komzet ouc’h ann dûd. L. Dré ar vurzudou. G. Pérâg é krédomp-ni ar péz en deûz lavared d’é-omp. L. O véza na hell két fazia nag hol lakaad da fazia. G. Pétrâ a râ ann Espérans. L. Ma c’hédomp gant fisians ar madou a ziougan Doué d’é-omp.