Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
HISTORIK.

enn dervez-zé. Enn hévélep dervez, péhini a oa ann hanter-kantved goudé dazorc’hidigez Jézuz-Krist, ann holl Ziskibled ô véza enn eunn hévélep léac’h, enn-eunn-taol é teûaz eûz ann Énv eunn trouz brâz é-c’hiz da eunn avel gré péhini a leuniaz ann tî holl, hag é wéljont ével téôdou tân, a choumaz war bép-hini anézhô. Neûzé é oent holl leûn eûz ar Spéred-Santel, hag é téraouchont komza meûr a iéz ; ar péz a ziskouézé é tlient prézégi ann Aviel d’ann holl boblou. Ar Iuzevien a oé souézet brâz eûz a gément-sé, ha Sant-Per, é penn ann Ébestel, a skleraaz d’ézhô ar burzud-zé, ô tispléga d’ézhô ann diouganou, hag ô tiskleria d’ézhô pénaoz Jézuz, péhini hô doa lékéad oud ar groaz, a ioa dazorc’het, hag en doa kaset ar Spéred-Santel hervez hé c’hér ; pénaoz é oa hén ann Aotrou hag ar C’hrist, ha na hellé dén béza salvet néméd enn hé hanô hag oc’h ôber pinijen. Tri mil anézhô a zistrôaz ouc’h Doué gand ar brézégen-zé hag a oé badézet. Ann Ébestel hag ar ré all péré hô doa digéméret ar Spéred-Santel en em gavaz kemmet holl. Skleréet é oent évit poella ar skrituriou : menna a réjont pénaoz eo péc’herien ann dûd holl, hag hô deûz ézomm eûz ann drugarez a Zoué, péhini na helleur da gaout némét gand ar feiz é Jézuz-Krist, ha pénaoz hé rén a zô spéreduz holl. Hag enn hévéleb amzer é oent entanet gand ar garantez évid Doué a rôé dudi d’ézhô ô viroud hé c’hourc’hémennou, hag eunn ners didrec’huz évid diskleria ar wirionez.