Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
KATÉKÎZ


Goulenn. Pétrâ é oa ar Pentékost é-touez ar Iuzevien. Lavar. Goél ann dervez é péhini é oa bét rôed al lézen. G. Pétrâ a c’hoarvézaz gand ann Ébestel enn deiz-zé. L. Leûn é teûjond eûz ar Spéred-Santel. G. Pé c’halloud en doé war-n-ézhô. L. Skleréed é oent, hag é poeljont ar skrituriou. G. Pétrâ a zeûaz c’hoaz d’ézhô. L. Eur garantez vrâz évit Doué. G. Pétrâ a réjont kerkent ha ma hô doé bét digéméret ar Spéred-Santel. L. Komza a rôjont meûr a iéz. G. Pétrâ é oa da lavarout ar burzud zé. L. Ė tlient prézégi ann Aviel d’ann holl boblou. G. Pétrâ a lavaraz neûzé Sant-Per. L. Diskléria a réaz dirâg ann holl bobl pénaoz Jézuz a oa ar C’hrist, ha pénaoz en doa kaset ar Spéred-Santel. G. Péd anézhô a zistrôaz ouc’h Doué gand ar genta brézégen-zé. L. Tri mil. G. Pérâg ar Spéred-Santel a oé-hén bét kased da zeiz ar Pentékost. L. Évit ma vijé embannet al lézen nevez enn hévélep deiz hag al lézen gôz.




PÉVARÉ GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a C’halvidigez ar Jentiled.

Béz éz oé kalz a Iuzevien péré a zistrôaz ouc’h Doué ; hôgen kalz muioc’h a oé anézhô péré a zistaolaz kélennadurez ann Ébestel, hag hô heskinaz zô-kén gant krizder. Lakaad a réjond da vervel Sant Stéfan, unan eûz ar seiz diagon a oa bét hanvet gand ann Ébestel évit servicha ann