Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
KATÉKÎZ

naoz é oa dazorc’het. L. Na grédchont némét goudé béza hé wélet ha dournatet anézhan. G. É-pâd pégeid amzer en em ziskouézaz d’ézhô. L. É-pâd daou-rugent dervez. G. Pétrâ a c’hourc’hémennaz d’ézhô. L. Mond da brézégi ha da vadézi dré ar béd holl. G. O gourc’hémenni ar vadisiant, pétrâ en deûz desked d’é-omp. L. Pénaoz Doué a zô Tâd, Mâb ha Spéred-Santel. Pé c'halloud a rôaz-hén d’hé Ébestel. L. Ar galloud da zisteurel ar béc’héjou. G. Pénaoz é kuitaaz anézhô. L. Pigna a réaz enn Énv dira-z-hô. G. É pé stâd éma-hén abaoé ann dervez-zé. L. Dreist ann holl grouadurien éma azézet en tu déou da Zoué. G. Hôgen ha n’en doa két rôed hé c’hér d’hé Ébestel pénaoz é vijé gant-hô bété divez ar béd. L. Hag éz éma ivé ; râk skoâzia a ra bépréd hé Iliz. G. Pénaoz eo-hi skoaziet gant-han. L. O kinniga da Zoué hé zellidou évid hor silvidigez. Ha na zistrôiô kén war ann douar. L. Distrei a rai da varna ar ré-varô enn deiz divéza.




TRÉDÉ GENTEL WAR N-UGENT.
Eûz a Ziskennidigez ar Spéred-Santel war ann Ébestel.

Ann hanter-kantved dervez goudé Pask, ar Iuzevien a réa eur goél brâz, hanvet Pentékost, é koun eûz al lézen péhini a oa bét rôed d’ézhô