Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
KATÉKÎZ

diwiziégez hag ann trubardérez. Ar Farizianed a ioa ar ré a fellé d’ézhô rei da gridi pénaoz é mirent al lézen gant mui a striv égéd ar ré all ; hôgen, ann darn vuia anézhô né oant némét pilpouzed, tûd valc’h ha piz, péré a douellé ar bobl gand ann doaré a garantez Doué. Kaséed é oa ivé Kerkouls Jézuz gand ar Sakrifierien ha gand ar Sénatored a réné ar Iuzevien, dré ma tiougané pénaoz abars némeûr é vijé dismantret Jéruzalem hag ann templ. Enn eur gér, ann holl Iuzevien kiguz na hellent két kridi pénaoz é oa hén ar Mésî, pa hen gwéient ker paour, ker vuel, ha ker kun. Hé gélennadurez a oa kasauz d’ézhô, dré ma prézégé ar faé eûz ar pinvidigézou, eûz ar blijaduriou hag eûz ann holl vadou eûz ar vuez, ha ma lavaré pénaoz piou-bennâg a fell d’ézhan mond war hé lerc’h, a dlé dougen hé groaz, hag ôber ann dilez eûz a pép-trâ hag anézhan hé-unan. Enébourien Jézuz a lavaraz aliez kunuc’hennou d’ézhan, a géméraz mein évit teurel gant-han, hag enn divéz a lékéaz enn hô fenn hé lakaad da vervel. Gounid a réjond unan eûz hé Ziskibled, Iudaz Iskariot, péhini a rôaz hé c’hér d’hé werza d’ézhô évit trégont péz arc’hant a dalié pemzék skoéd.

Goulenn. Ha Jézuz a oa-hén heûliet brâz. Lavar. Eul lôd brâz a dûd a zeûé a bép tû évid hé wélout hag évid hé glevout. G. Hag énébourien en doé, L. Ia, ar Iuzevien kiguz. G. Pérâg