Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
HISTORIK.

é kasaend anézhan. L. Dré ma prézégé ar vuelded hag ar baourentez. G. Piou a oé hé brasa énébourien. L. Ar Skribed, ar Farizianed, ar Véleien hag ar Sénatored. G. Piou é oa ar Skribed. L. Doktored al lézen. G. Piou é oa ar Farizianed. L. Ar ré a dréméné évit miroud al lézen gwelloc’h égéd ar ré all. G. Ha na vévent-hi két mâd. L. Nann, ann darn vuia anézhô né oant némét pilpouzed. G. Bété pégeit éz éaz kasoni énébourien Jézuz. L. Bété menna hé varô. G. Piou eo ann hini a rôaz hé c’hér d’hé werza d’ézhô. L. Iudaz Iskariot, unan eûz ann daouzég abostol. G. Évit pégément. L. Évit trégont péz arc’hant.




UGENTVED GENTEL.
Eûz a C’hloasiou Jézuz-Krist.

É amzer ar Bask eo é lékéaz énébourien Jézuz enn hô fenn hé gémérout hag hé lakaad da vervel. Ann derc’hent, péhini a ioa eur iaou, éz éaz da ôber ar Sen, da lavaroud eo, da goania gand hé Ziskibled. É-pâd ma tebrent, é kéméraz bara, é bennigaz anézhan, hé dorraz hag hé rannaz étré-z-hô, ô lavarout : kémérit ha debrit, ann dra-man eo va c’horf, péhini a vézô gwerzed évid-hoc’h. Goudé é kéméraz gwin er c’hôp, é bennigaz anézhan hag hé rôaz d’ézhô, ô lavarout : évid holl eûz anézhan, ann dra man eo va gwâd, gwâd ar gévrédigez nevez, a vézô skulet évid-hoc'h : grît kément-man é koun