Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
HISTORIK.

L. Évit kaoud ann distol eûz ar béc’héjou. G. Pénaoz é tiskouézé é oa kaset gand Duué. L. Gand ar vurzudou a réa. G. Pé seurt burzudou a réa. L. Iac'haad a réa eûz a bép seurt klénvéjou. G. Pétrâ a réa c’hoaz. L. Kâs a réa kuît ann diaoulou, dazorc’hi a réa ar ré-varo. G. Eûz a bé seurt mâd en deûs-hén rôed ar skouér d’é-omp. L. Anézhô holl, ha dreist pép-trâ eûz ann hégaradded, eûz ar gunvélez, eûz ann habaskded, eûz ann drugarez, eûz ar vadélez hag eûz ar béôder. G. Da bétrâ é tenné kémend a réa; L. Da ôber ioul hé Dâd ha d’hé veûli. G. Ha pidi a réa aliez. L. Aliez é treméné ann nôzvésiou ô pidi. G. Pé seurt péden en deûz desked d’é-omp. L. Ar Bater. G. Livirit-hi é brézounek. L. Hon tâd, etc.




NAONTÉKVED GENTEL.
Eûz a Énébourien Jézuz-Krist.

Ann holl a wélé Jézuz gand eur zouez vrâz, hag é tenné war hé lerc’h eul lôd brâz a dûd, péré a heûlié anézhan bétég el lec’hiou distrô. Ar Iuzevien, hag ar Jentiled zô-kén en em strollé évid hé wélout hag évid hé glevout. Ar Skribed hag ar Farizianed hô dôé érez eûz a gément-sé, hag a zavaz droug enn-ho eûz ar frankiz gant péhini é tamallé hô gwallou. Ar Skribed a ioa doktored ar Iuzevien, eûz a béré é tiskouézé ann