Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
KATÉKÎZ

Énô é c’halvaz da zont war hé lerc’h pevar péskéter, André ha Simon hé vreûr, ha daou vreûr all, Jakez ha Iann, mipien Zébédé. Ré all a c’halvaz goudé, ha dreist-holl eur Publikan, pé saver ar gwiriou, hanvet Mazé. Dilezel a réant pép-trâ évit mond war hé lerc’h, kerkent ha ma c’halvé anézhô. E nébeûd amzer en doé eunn niver brâz a Ziskibled, da lavaroud eo tûd poelladuz ô sélaoui anézhan hag ô teski hé gélennadurez. Daouzég anézhô a zilennaz, péré a hanvaz Ébestel, da lavaroud eo kannaded, dré m’hô c’hasaz da brézégi hé gélennadurez. Ar c'henta a oé Simon-Per, goudé André hé vreûr ; Jakez ha Iann, mipien Zébédé ; Filip, Bértélé, Mazé, Tomaz, Jakez mâb Alfé ; hé vreûr Judaz pé Tadé ; Simon ar C’hananéad ha Iudâz Iskariot, péhini a werzaz Jézuz. Rei a réaz da Zimon al leshanv a Ber (pé a Véan), enn eur lavarout : Per (pé Méan) oud, ha war ar méan-zé é savinn va Iliz, hag é rôinn d’id alc’houésiou rouantélez ann Énvou.

Goulenn. Péléac’h éz éaz Jézuz goudé hé vadisiant. Lavar. Enn distrô. G. Pétrâ a réaz énô. L. Iuni a réaz é-pâd daou-ugent dervez. G. Pétrâ a c’houzanvaz énô. L. Béza temptet gand ann diaoul. G. Pénaoz é c’halvaz hé Ziskibled. L. Lavaroud a réaz d’ézhô dond war hé lerc’h, ha râk-tâl é tilezchont pép-trâ. G. Pétrâ eo Diskibled. L. Tûd hag a zélaou eur mestr hag en em rô d’hé gélennadurez. G. Pétrâ eo ; da lavarout ann