Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
HISTORIK.


Goulenn. Eûz a biou é oa mâb Sant Iann-Badézour. Lavar. Eûz a Zant Zakari hag eûz a Zantez Élizabet kâr d’ar Werc’hez Santel. G. Péléac’h é tréménaz-hén hé vuez. L. El lec’hiou distrô é péléac’h é réné eur vuez c’harô meûrbéd. G. Ar Broféted hag hî hô doa komzed anézhan. L. Hé verked hô doa ével diaraoger ar Mésî. G. Pétrâ eo da lavarout diaraoger. L. Ann hini a valé araog eunn all. G. Pétrâ a brézégé Sant Iann. L. Alia a réa da ôber pinijen. G. Pétrâ a réa d’ar ré a zistrôé ouc’h Doué. L. Hô badézi a réa. G. Pénaoz é badézé anézhô. L. Oc’h hô lakaad da zouba er Jourdan. G. Hag hén a vadézaz ive Jézuz-Krist. L. Ia, Jézuz a fellaz d’ézhan béza badézet, évit santéla dour ar Vadisiant. G. Pétrâ a c’hoarvézaz pa oé badézet. L. Ar Spéred-Santel a ziskennaz war-n-ézhan a-wél-dremm, é doaré eur goulm. G. Pé desténi a rôaz Sant Iann eûz a Jézuz-Krist. L. Pénaoz é oa oan Doué péhini a lamé péc’héjou ann dûd.




SEITÉKVED GENTEL.
Eûz a C’halvédigez ann Ébestel.

Kerkent ha ma oé badézet Jézuz, ar Spéred-Santel hen kasaz enn distrô, é péléac’h é iunaz daou-ugent dervez, hag é c’hoûzanvaz béza temptet gand ann diaoul é meûr a zoaré. Distrei a réaz é Galiléa, hag é choumaz tôst da lagen Génézaret.