Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
KATÉKÎZ


CHOUÉZÉKVED GENTEL.
Eûz a Zant Iann-Badézour.

Trégont vloaz goudé ginivélez Jézuz, é oé gwélet eur Profed brâz, Iann, mâb da Zakari ar sakrifier, ha da Élizabet, kâr d’ar Werc’hez Vari. Béva a réa el lec’hiou distrô, hag éc’h alié ann holl da ôber pinijen ; râg, émé-z-han, rouantélez ann Énvou a zô tôst. Badézi a réa er Jourdan ar ré a zélaoué hé brézégennou ; da lavaroud eo é lékéa anézhô da zouba enn dour ha d’en em walc’hi, évid ann distol eûz hô féc’héjou, ével m’hô doa ar Iuzevien ar boaz d’en em walc’hi évid en em nétaat hervez al lézen. Ac’hanô é teûaz d’ézhan ann hanô a Vadézour. Ar Iuzévien a fellé d’ézhô hé anaout évid ar Mésî ; hôgen diskleria a réaz d’ézhô pénaoz né oa kéd hén é oa, ha pénaoz né oa néméd hé ziaraoger, da lavaroud eo, eunn dén kased enn hé raok évid aoza ann hent, hervez ann diouganou kôz. Jézuz a zeûaz ével ar ré all évit béza badézet gant Sant Iann, hag a zantélaz ével-sé ann doureier, ô rei d’ézhô ann ners da zisteûrel ar béc’héjou er Sacramant a Vadisiant. Sant Iann en em rôaz da dést pénaoz en doa gwélet ar Spéred-Santel ô tiskenni war Jézuz é doaré eur goulm. Lavaroud a réaz : Chétu oan Doué péhini a lâm péc’héjou ar béd : al lézen a zô bét rôet gant Moizez, ann trugarez hag ar wirionez a zô deût gant Jézuz-Krist.