Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
HISTORIK.

hanô a Ébestel. L. Da lavaroud eo kannaded. G. Péd anézhô a zilennaz Jézuz-Krist. L. Daouzék. G. Livirid hô hanôiou L. Sant Per ha S. André hé vreûr, S. Jakez ha S. Iann, mipien Zébédé, S. Filip, S. Bartélé, S. Vazé, S. Tomaz, S. Jakez ha S. Judaz, mipien Alfé, S. Simon, ha Iudaz Iskariot ar ganaz. G. Pérâk S. Per ef-hén hanvet ar c’henta. L. Dré ma lavaraz Jézuz pénaoz é vijé ar méan diazez eûz hé Iliz. G. Pétrâ a lavaraz d’ézhan ouc’h-penn. L. É rôjé d’ézhan alc’houésiou rouantélez ann Énvou.




TRIOUEC’HVED GENTEL.
Eûz a Brézégérez Jézuz-Krist.

Jézuz az éaz dré ar C’heriou ha dré ar Vourc’hiou, ô prézégi dré-holl Aviel rouantélez ann Énvou, da lavaroud eo, ar c’helou-mâd pénaoz é oa deûed ann amzer, é péhini ann holl dud a oa galvet da anaoud Doué : pénaoz é oa hén ar Mésî, pé ar C’hrist, gortozet hag hétet gand ann Tadou brâz ha diouganet gand ar Broféded, Mâb Doué, kaset evit savétei ar béd ; ha pénaoz ar ré a grétché enn-han hag a rajé pinijen, a vijé rôed d’ézhô ann distol eûz hô féc’héjou, ha goudé ar vuez peûr-baduz. Évid diskouéza pénaoz é komzé a berz Doué, é réa eunn niver brâz a vurzudou. Iac’haad a réa eûz a bép seurt klénvéjou râk-tâl ha gand eur gér. Ar gwéled a rôé