Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
HISTORIK.


TRÉDÉ GENTEL.
Eûz al Livaden hag eûz al Lézen natur.

Bugalé kenta Adam hag Éva a oé Kain hag Abel. Kain a lazaz hé vreûr gand érez oud hé vertuz ; ha bugalé Kain a oé tûd drouk. Adam en doé eur mab all hanvet Set, ha bugalé hé-man a viraz doujans Doué : hôgen nésanded a réjont gand ann dud drouk, hag é teûjond da zaotra, enn hévélep doaré, ô véza ann holl dud en em rôed d’ann drouk, ma vennaz Doué hô lakaad da vervel gand eul livaden dré-holl. Né oé némét Noé, diskenned eûz a Zet, péhini a gavaz trugarez dirâk Doué. Doué a rôaz da anaoud d’ézhan hé vénoz, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhan sével eunn arc’h, da lavaroud eo eul léstr pevar-c’hornek, ha gôlôed é doaré eur c’houfr, brâz a-walc’h évit lakaad ébarz eur ré eûz a bép rumm loéned ha laboused. Pa oé Noé éad ébarz, Doué a lékéaz da gouéza é-pâd daougend dervez ha daougent nôzvez, eur glaô spountuz, gand eunn dic’hlann eûz ar môr, enn hévélep doaré ma oé ann douar holl gôlôet gand ann dour. Ann dûd hag al loéned holl a oé beûzet : eiz dén hép-kén a joumaz béô ; Noé, hé c’hrég, hé dri vab hag hô gragez, hag ann anévaled a ioa enn arc’h. Goudé al livaden ar béd a oé pobled a névez gand anntri vab eûz a Noé, Sem, Kam ha Jafet : dré zé éz omb holl breûdeûr. Hôgeu ann dûd a zeûaz