Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
KATÉKÎZ

dûd d’ann drouk, ha d’hô lakaad da zizenti ouc’h Doué. G. Pénaoz é tougas-hén ar c’henta dén d’ann drouk ? L. Mond a reaz enn aer, hag é aliaz ar vaouez da zibri eûz ar frouez berzet. G. Pétrâ a réas-hi goudé ? L. Lakaad a réaz he ozac’h da zibri anézhan. G. Pétrâ a réaz Doué ? L. Ann aer a villigaz. G. Pénaoz é wanas-hén Adam hag Éva ? L. Hô c’hâs a réaz er-méaz eûz ar baradoz zouarek. G. Pétrâ a douas-hén d’ézhô ? L. É frikjé ar vaouez penn ann aer. G. Pétrâ eo kément-sé da lavarout ? L. É teûjé anézhi Salver ar béd évid diskara galloud ann diaoul. G. É pé zoaré en em gavaz ann dén goudé hé béc’hed ? L. Gwall reûzeûdik enn hé éné hag enn hé gorf. G. Pébez droug a zeûaz d’ézhan enn hé gorf ? L. Ann holl boaniou, ar c’hlénvéjou hag ar marô. G. Hag enn he éné ? L. Ann diwiziegez hag ar gwall-ioul. G. Pétrâ eo ar gwall-ioul ? L. Ar garantez hon eûz évid-omb hon-unan hép-kén. G. Pétrâ a zigas-hi ? L. Ar péc’hed. G. Pétrâ a zigas ar péc’hed ? L. Ar marô peûrbaduz. G. Peûr é teûaz Adam hag Éva da gaout bugalé ? L. Goudé hô féc’hed. G. Hag hô féc’hed a dréménas-hén d’hô bugalé ? L. Ia, ha da vugalé hô bugalé. G. Hag ann drouk-zé a bât-hén bépréd ? L. Ia, ann dûd holl a zô ganet gand ar péc’hed-zé. G. Pénaoz ef-hén galvet ? L. Ar Péc’hed orijinel (a zô deût gan-é-omb er béd).


————