Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
KATÉKÎZ

abenn-némeûr gwasoc’h égéd a-raok. É-léac’h azeûli Doué, ann darn-vuia a azeûlé ann héol, al loar, pé krouadurien all. Na énorent kéd hô zadou ; gadal oant ; en em laza, en em laérez a réant ; droug a lavarent ann eil eûz égilé : na lavarent kéd ar wirionez, hag heûlia a réant hô gwall-ioulou. É kément-sé é réant a-éneb hô reiz hag hô skiant-vâd, péhini eo lézen ann natur.

Goulenn. Piou eo a oé ar c’henta lazer er béd. Lavar. Kain, péhini a lazaz hé vreûr Abel. G. Hag ann holl dud a oé droug ével-t-han. L. Ia, ann darn-vuia anézhô. G. Ha na joumaz kéd eunn dén hétuz da Zoué. L. Na joumaz némét Noé. G. Pétrâ a réaz Doué évit kastiza ann dûd. L. Kâs a réaz al livaden. G. Pétrâ eo al livaden. L. Eunn dic’hlann brâz a c’hôlôaz a zour ann douar holl. G. Pétrâ a zeûaz ann dûd. L. Beûzed é oend holl. G. Nag al loéned. L. Beûzed é oend ivé. G. Pétrâ a zeûaz Noé. L. Doué hen miraz enn arc’h. G. Pétra é oa arc’h Noé. Eul léstr brâz pevar-c’hornek ha gôlôed é doaré eur c’houfr. G. Ha né oé miret némét Noé. L. Eo, hé dûd gant-han. G. Ha pétrâ c’hoaz. L. Eur ré loéned ha laboused a bép rumm. G. Hag ann dûd holl a zô breûdeûr d’é-omp. L. Ia, râk dond a réomb holl eûz a Adam hag eûz a Noé. G.Pétrâ eo al lézen natur. L. Ar reiz eo hag ar skiant-vâd. G. Pétrâ a zesk d’é-omp é-kénver Doué. L. Na dléomb azeûli némét-han. G. Hag é-kénver ann dûd. L. Na raimp da zén néméd ar